Deroù ar gevredigezh

Deroù Micherioù E Brezhoneg

 

Krouet e oa bet Micherioù E Brezhoneg gant skipailh stummerien ar BTS Kehentiñ e brezhoneg a oa skoazellet gant an Ensavadur Rondeaux. Goude 3 bloavezh o klask digeriñ ar BTS Kehentiñ en doa divizet an Ensavadur Rondeaux chom a-sav gant ar raktres. Skipailh ar stummerien en deus divizet diouzh e du krouiñ ar gevredigezh Micherioù E Brezhoneg evit labourat asambles gant ar bolitikerien hag ar gevelerien war statud ha diorren ar stummañ micherel e brezhoneg.

A-raok ar BTS Kehentiñ, ne oa kinniget stummadurioù micherel e brezhoneg nemet e bed ar c’helenn.
Raktresoù all a oa bet kinniget gant Kreizenn-stummañ Dibaouez ar C’huzh-heol (AREP) e Brest ken diaes evel hini an Ensavadur Rondeaux. Al lise Diwan en doa klasket ivez digeriñ BTSoù met stanket e oa bet ar raktres gant an Deskadurezh-Stad.

An embregerezhioù hag ar c’hevredigezhioù a gomz brezhoneg o labourat : ezhomm eo dezhe e vefe krouet stummadurioù micherel e brezhoneg hag a glotfe gant o ezhommoù rak diaes eo dezhe kavout implijidi hag a vefe barrek koulz war ar yezh hag ar vicher.

Al liseidi divyezhek ha stajidi ar stummadurioù hir war ar brezhoneg a glask stummadurioù micherel e brezhoneg : ezhomm eo dezhe e vefe krouet stummadurioù micherel e brezhoneg a glotfe gant o c’hoantoù.