Palioù Micherioù E Brezhoneg
Bodañ tud hag aozadurioù evit ober ar peadra evit :
– Aesaat implijout yezhoù Breizh er bed micherel en ur grouiñ stummadurioù micherel e brezhoneg pe e gallaoueg.
– Kinnig stummadurioù micherel kement evit al liseidi divyezhek hag evit stajidi ar stummadurioù hir war ar brezhoneg pe ar gallaoueg hag ivez evit studierien ar skolioù meur e brezhoneg (aotreegezh pe vaster) e pep tachenn er-maez eus bed ar c’helenn.
– Stummañ tud a-vicher barrek kement war tachennoù teknikel ha war yezhoù Breizh evit an embregerezhioù hag an aozadurioù a fell dezhe implijout ar brezhoneg pe ar gallaoueg.
– Stummañ stummerien a-vicher barrek kement war ur vicher ha war ar brezhoneg pe ar gallaoueg, evit kelenn er stummadurioù micherel.