Stad an traoù

Stad an traoù E Micherioù E Brezhoneg

 

Kudennoù :

– Re goustus eo ar c’hevratoù micherel evit an embregerezhioù,

– Dibosupl eo kinnig kevratoù deskard (kalz marc’hadmatoc’h evit an embregerezhioù) d’an dud yaouank rak n’eus CFA ebet evit ar micherioù e brezhoneg,

– Dibosupl eo kinnig ar stummadur d’an dud dilabour ne c’hallont ket kaout ur CUI rak an arc’hantaouiñ nemetañ, ar chekenn stummañ, ne c’hall ket arc’hantaouiñ nag an holl dud nag ar stummadur klok,

– Diaes eo diskoulmañ an diaesterioù-mañ pep hini ouzh e du pa vez hollek ar c’hudennoù.Lakaat ar brezhoneg er bed micherel.

Mennozhioù :

Bodañ tud hag aozadurioù a sell ouzh labourat e brezhoneg evel : kreizennoù stumman micherel e brezhoneg, kreizennoù-stummañ war ar brezhoneg, stummerien, stajidi, liseoù, tud al liseidi, embregerezhioù, kevredigezhioù, strollegezhioù tiriadel, politikerien, hag all…

Kinnigoù :

Krouiñ ur framm hag araezioù evit ar stummadurioù micherel e brezhoneg.

Gant ar framm hag an araezioù-mañ, krouiñ stummadurioù micherel e brezhoneg (divyezhek pe teiryezhek) ha skoazell ar stummadurioù a zo lañset dija.